Ur film faltazi diwar-benn tonkadur an euskareg
« Bizkarsoro », setu anv ar film e euskareg a vo skignet fenoz er sinema e Kemper.
Deuet e oa ar film maez e deroù ar bloaz ha berzh en doa graet e bro euskal. Ur film faltazi eo, a gont penaos eo bet rediet euskariz an norzh da zilezel o yezh dre heg gant Fraéns e penn kentañ an 20vet kantved. Ar memes planedenn a oa bet er memes koulz gant ar brezhoneg pe okitaneg da skouer. Da heul ar film e vo lusket ar c'haozeadennoù gant Padrig an Habask. Displegañ a ra deomp da gentañ tout petra dalvez « Bizkarsoro ».
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas. Skoazeller ar sevener, Manex Fuchs, a ginnigo ar film Bizkarsoro fenoz da 8e30 e sinema ar C'hatorza e Kemper, asambles gant Padrig an Habask neuze. E euskareg eo ar film hag istitlet e galleg.