Roet eo bet Priz Langleiz d'ar skrivagnerez Loeiza an Duigou
E-kerzh saloñs al levrioù eo bet priziet ar skrivagnerien ha skrivagnerezed, gant priz ti-kêr Karaez ha priz levr istor Breizh da skouer. Met an hini a oa gortozet ar muiañ gant ar festivalerien a oa Priz Langleiz. Abaoe 1976 e vez roet bep bloaz ar Priz Langleiz d’un oberenn brezhonek pe oberenn glok ur skrivagner brezhonek. Gant ur strollad-barn bodet gant Kuzul ar Brezhoneg e vez dibabet an loreidi. Ar bloaz-mañ eo bet roet ar priz da Loeiza an Duigou evit he levr Tan deï ha Kali Torrdent embannet gant Al Liamm selaouomp anezhi diouzhtu.
Setu Loeiza an Duigou a zo bet goulennataet gant Anton Burel. Ouzhpenn da gKali Torrdent eo o paouez embann al levr Marc’heg Thelo. Ul levr evit ar vugale a zo bet priziet gant brezhonegerien yaouank hag he deus resevet Priz ar vugale. Marc’heg Thelo a zo bet embannet gant embannadurioù Goater. Patrice Marquand eo en deus resevet priz an danevell e brezhoneg gant ti-kêr Karaez. Priz levr istor Breizh a zo bet roet da Fanny Bugnon evit he levr diwar-benn Jophine Pennkalet, bet maerez kentañ Frañs.