Ar yaouankiz e kreiz Saloñs al levrioù e Karaez
Disadorn ha disul e oa emgav pennañ ar bloaz evit al lennerien ha lennerezed, skrivagnerien ha skrivagnerezed hag an embannerien hag embannerezed e Breizh. Gouel al levrioù Karaez en deus graet berzh evel kustum … da lavaret eo 10000 arvester o tizoleiñ labour kant ti embann ha tri c’hant skrivagner ha skrivagnerez. Ar Yaouankiz a oa tem ar bloaz-mañ. Ar skrivagnerez mil anavezet Evelyne Brisou Pellen a oa maeronez ar festival. E mesk an tiez embann a labour war al lennegezh emañ Timilenn, un ti embann a vro Naoned. Selaouomp Brendan Guillouzic Gouret, en deus krouet an ti-embann-se gant Tifenn Merien.
Ur pennad kaoz gant Anton Burel. Timilenn en deus embannet 4 levr nevez ar bloaz-mañ, tri dioute a zo troidigezhioù deus levrioù ar skrivagner saoz Benji Davies hag unan a zo bet savet diwar pezh c’hoari An Daou Dangi Ar Boufoun hag an Ozarc’h a zo bet kinniget d’ar vugale disadorn d’enderv.