400 manifestour ouzh ar raktres sevel un Talaso en Arvor
Kenderc’hel a ra ar stourm en Arvor, Larmor-Plage, a-enep d’ar raktres da sevel ur greizenn talaso. Dec’h e oa ur vanifestadeg aozet a-gevred gant Les soulèvement de la terre hag ar c’holektif Stop Thalasso. Ur pic-nik àr an draezhenn hag un tennad hent e velo a oa evit mont ha dont a stroll ‘oa aozet. Diouzhtu ur reportaj bet savet gant Aodren Trehin.