Dilennidi KD 35 ha Roazhon Meur gêr 'neunt lakaet prefeti Breizh en gwerzh!
Lakaet ‘oa bet Prefeti Breizh en gwerzh dec’h ! Dilennidi ekologourien eus ar c’huzul departamant Isle ha Gwilen ha eus Roazhon Meur gêr ‘oa en em vodet dirak an Ostel prevez zo feurmet evit mann da Servijou Stad Bro-C’hall ‘vit embann e c’hallfe bout gounezet 47 milion a euroioù o werzhañ ‘nañ. Ur mod da lakaat war wel ar raktres zo da grennañ an arc’hant ‘zo da vout roet d’an ensavadurioù lec’hel. Emañ gouarnamant Bro-C’hall renet gant Michel Barnier en soñj espern 60 miliard a euroioù e 2025 ar pezg a degaso efedoù drastus evit an ensavadurioù lec’hel ‘vel an departamantoù… Setu pezh ‘neus displeget Olwen Denez, kuzulier departamant Isle ha Gwilen anezhañ, da Erwan Blanchard.