Strollad Renaissance ar Morbihan o prientiñ dilennadegoù tiez-kêr 2026
Emvod distro-skol strollad politikel Rennaissance Ar Morbihan a zo bet dalc’het div sizhun ‘zo. Savet eo bet ganto bilañs an dilennadegoù Europa ha kannaded, met ivez ur bilañs hollek eus ar pezh a zo bet graet da c’houde 2022, bloavezh krouidigezh ar strollad departamant. An tem meur bremañ eo dija hini an dilennadegoù ti-kêr a vo e 2026. Selaouomp ouzh Guillaume Auffret, prezidant Rennaissance ar Morbihan ha dilennad e ti-kêr Gwened en tu-enep. Emañ ouzh mikro Aodren Trehin.