en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Here 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Strollad Renaissance o prientiñ dilennadegoù tiez-kêr

Emvod distro-skol strollad politikel Rennaissance Ar Morbihan a zo bet dalc’het div sizhun ‘zo. Savet eo bet ganto bilañs an dilennadegoù Europa ha kannaded, met ivez ur bilañs hollek eus ar pezh a zo bet graet da c’houde 2022, bloavezh krouidigezh ar strollad departamant. An tem meur bremañ eo dija hini an dilennadegoù ti-kêr a vo e 2026. Selaouomp ouzh Guillaume Auffret, prezidant Rennaissance ar Morbihan ha dilennad e ti-kêr Gwened en tu-enep.

Raktresoù Wakan-Douar e Bro Vigouden

Daou vloaz zo e oa bet krouet ar gevredigezh Wakan Douar e bro Vigoudenn. Fellout a ra d'he izili kizidikaat an dud war gwareziñ an natur, diorren al labour-douar bio pe c'hoazh ar sevel tiez ekologel. Ur seurt trede lec'h pe « tiers lieu » war ar maez eo. Krouiñ a-stroll, deskiñ ha treuzkas gouiziegezhioù a vez graet eno. Warlene e oa bet aozet eno ur staj war micherioù an treuzkemm ekologel evit an dud yaouank o deus poan gant ar skol. Ouzhpenn da-se e vez meret daouzek devezh-arat gante e Kerhastel, e Plouneour Lañwern. Marie-Christine Plouzenneg, a zo ezel eus Wakan Douar. Kontañ a ra deomp hiroc'h diwar-benn ar raktres-mañ.

 

Komzet e vo ivez eus :

- Pennoù-bras inizi ar Pasifik o klask un diskoulm d'an enkadenn en Kanaky

- Ajañs an ONU evit ar repuidi palestian skarzhet kuit eus Israel

- Tro Bro C'hall war velo a dremeno kalzig e Breizh
- War-raok Gwengamp trec'h en Ajaccio

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio