Serret e vo mediaoueg Kawan
Serret e vo mediaoueg Kawan a-benn ar bloaz da dont. Setu an diviz ‘zo bet graet gant Departamant Aodoù An Arvor da geñver ar al levraoueg gouestlet penn da benn d’al levrioù ha dielloù en brezhoneg. Bez e vefe eus un diouer a dud oc’h implijout al lec’h, hervez ar strollegezh. Ur gwall-daol eo bet an diviz dic’hortoz-se evit tud Ti ar vro, ‘zo staliet er memes savadur, hag evit Visant Dubois, implijad ar vediaoueg.