Nac'het he deus ar justiz gall lakaat ar c'hreoleg da yezh ken-ofisiel e Martinik
Manifestadegoù a zo e Martinik abaoe mizioù 'blam d'ar prizioù uhel. Met trubuilh a zo ivez gant statud ar c'hreoleg. Strollegezh tiriadel Martinik he doa votet evit ken-ofisielaat ar c'hreoleg war an enezenn e miz Mae 2023, nebeud war-lec'h al lidoù e koun fin ar sklaverezh war an enezenn. Nullet eo bet an diviz-se gant ar justiz c'hall nevez zo. Muioc'h a zisplegadennoù gant Tangi Louarn eus Kevre Breizh.
Tangi Louarn a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Divizet he deus strollegezh tiriadel Martinik mont betek al lez-varn terriñ dirak ar c'huzul stad.