Keleier ar vro d'ar Yaou 24 a viz Here 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Start eo an traoù evit ar broduerien meskl e hanternoz Breizh.
Lakaet diaes-tre a fed ekonomikel eo ar saverien kregin 'kostez bae Fresnaye hag Arguenon e Aodoù an Arvor. Meur a abeg ‘zo, hag unan dioute eo ar c’hevnid-mor. Muioc’h a displegadennoù gant Gwenvael Delanoe.
Nebeud a veskl dour dous a zo e stêrioù Breizh ivez
Sed aze ur spesad dianavezet. Ul loen a c’hell bevañ ouzhpenn kant ‘loaz kuzhet en traezh, hag en deus ezhomm ‘nem begañ ouzh an eoged pe ouzh an dluzhed pa vez yaouank-tout. Gwechall e oa ur bern dioute e stêrioù Breizh, kement ma oa goloet foñs stêrioù-zo gante, evel al Laita e Kemperle. Bremañ, siwazh, emañ ar spesad en arvar da vont da get. Setu perak e klask skiantourien ha naturourien sikour ar meskl da dont diwar-e-giz er stêrioù. Perig Plustoc’h a labour evit Breizh Vev, hag eo bet, 'sames gant Gwenvael Delanoe, da gontañ ar meskl bihan ‘zo en stêr al Loc’h, e Purid-Kintin.
Gallout a rit selaou ar pennadoù-kaoz amañ
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Pemp den a zo bet lazhet dec'h e Turkia da heul ur gwalldaol
- 3000 soudard eus Korea an norzh a vefe erruet e Rusia hervez Washington
- Mont a raio Gerard Larcher ha Yaelle Braun-Pivet da Galedonia Nevez
- Champions Leage : rampo etre Brest hag ar Bayer Leverkusen dec'h da noz