en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel Em Fenn - Merc'her 23 a viz Here

Avel Em Fenn - Merc'her 23 a viz Here

Daoust cheñchamantoù al lezenn e chom hir an hent dre ar PMA evit an holl

vaouezed o deus ur raktres kerent, evit ar c'houbladoù heñvelreizh pe an dud

dizimez.  Evit lakaat se war wel, o deus ijinet Rosalie ha Marian ur c'hoari

gwazi PMA e-pad ar festival "La Gouinerie" e Roazhon. Aterset eo Rosalie

gant Morgan Cotten, eus radio Kerne.

 

Piv a lavarout petra, ha deus pelec'h ?

Gant Tara Adeux, eus Radio Breizh, e teskomp anavezout muioc'h

mouezhioù eus ar pemp radio e brezhoneg...dre ur blind test aozet gant

Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.

 

10 million a euroioù nebeutoc'h evit ar radioioù kevredigezhel. Setu ar pezh

a ginnig ar gouarnamant nevez gant e raktres budjed 2025. Petra a dalv-se ?

Breskaat ar vuhez lec'hiel er vro a-bezh ha  breskaat muioc'h c'hoazh ar

vuhez demokratel. Muioc'h gant Alan Kloareg, Prezidant Brudañ Ha

Skignañ, ouzh mikro Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.

 

Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas

Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno

Buheziñ : Enora Molac ha Yann Boishardy

 

 

 

 

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio