en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ober war-dro meskl dour-dous

Ober war-dro meskl dour-dous

Sed aze ur spesad dianavezet. Meskl dour-dous. Ul loen a c’hell bevañ ouzhpenn kant ‘loaz kuzhet en traezh, hag en deus ezhomm ‘nem begañ doc’h an eoged pe doc’h an dluzhet pa vez yaouank-tout. Dreist-ordinal, neketa ?!

Gwechall e oa bern dioñte e stêrioù Breizh, kement ma oa gorrekaet foñs stêrioù-zo gante, evel ‘ba Kemperle. Bremañ, siwazh, emañ ar spesad en arvar da vont da get. Setu perak e klask skiantourien ha naturourien sikour ar meskl da zont diwar-e-giz er stêrioù. Arc’hantaouet 'zo ur raktres gant ar program european LIFE. Disavet ‘vez meskl yaouank-flamb en un ti feurm en Menez Are, ha pa vezont kreñv awalac’h, e vezont adlakaet er stêrioù. Perig Plustoc’h a labour evit Breizh Vev, hag eo bet, sames gant Gwenvael Delanoe, da jediñ ar meskl bihan ‘zo en stêr al Loc’h, e Purid-Kintin.

Setu Perig Plustoc’h, a-berzh Breizh Vev. Siwazh eo re abred c’hoazh evit goût hag-eñ e teuio a-benn meskl dour-dous da zistreiñ e stêrioù ar vro. Pad all e vije mat da geñver kalite an dour : soñjit ‘ta, bep a vesklenn a chella sunañ ha silañ beket hanter-kant litrad dour dre zevezh. Peadra da buraat kalzig an dour, sur eo ha n’eo ket marteze.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio