Un ostaleri kevredigezhel nevez en Gwengamp
Sed aze ul lec’h nevez en Gwengamp, digor d’an holl ha gant ar pal lak tud a bop-seurt da gejañ ouzh tud all. Ostaleri kevredigezhel an ANNEXE ‘zo en kreiz-kêr tout, hag-e-mesk an darvoudoù lieseurt a vez kinniget el lec’h, e kaver nozvezhioù en brezhoneg, evel ‘pezh oa bet dalc’het digwener tremenet. Adkavet ‘meump Divi Alliot-Toupin war’r blas.
Hag ouzhpenn an nozvezhioù en brezhoneg a vez kinniget ivez en ostaleri an ANNEXE. Kaozeadennoù en brezhoneg war sujedoù dic’hortoz a ‘zo ivez, evel ar gaozeadenn a oa bet dalc’het daou‘zhun ‘zo diwar-benn ur tem dreist-ordinal : ar melc’hwed krogenneg, ar maligorned ! E brezhoneg, penn-da-benn.