Avel Em Fenn - Gwener 18 a viz Here
Produet e vez ar whisky er bed keltiek kentoc'h ha strillerezhioù a zo e Breizh.
E-touesk anezhe, strillerezh Warenghem e Lanuon he deus resevet prizioù e
Live Whisky Pariz. Un digarez evit mont da Lannuon da welout Gianni
Castellano, a labour er strillerezh. Displegañ a ra petra eo ar whisky ha
penaos e vez fardet.
Kronikenn Barzhaz : Tomaz Laken ha Magali Baron o deus lennet an
dastumad danevelloù "An Amzer-grenn", skrivet gant Joel Donarzh ha splujet
int bet en ur bed iskis a-walc'h !
Al lodenn diwezhañ diwar-benn "Kerzhadeg ar boued" aozet koste Pondi.
Displeget e vez gant Maryline Pollet penaos e vez prederiet ar "bio" evit an holl dud ha penaos e vo aozet
Kerzhadeg ar Boued. Un atersadenn kaset gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy