en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Here 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Digresket e vo eus 35 % ar yalc’hadoù FSER evit ar radioioù kevredigezhel 

Setu ar pezh a zo raksoñjet er raktres lezenn arc'hantaouiñ evit 2025. O klask emañ Michel Barnier hag e vinistred digreskiñ dispignoù ar Stad C’hall ha dle  Frañs ‘benn 2027. An FSER, Fonds de soutien à l’expression radiophonique, zo yalc’hadoù a souten obererezhioù ar radioioù lec’hel ha kevredigezhel. Digreskiñ ar sammad zo da ingalañ etre ar 700 radio kevredigezhel a zo e Frañs a lak ‘nezho diaes tre, en arvar zoken… Jean-Yves Kervarc'heg, prezidant Radio Kerne, zo bet spontet gant ar c’heloù ‘noa klevet e fin ar sizhun dremenet…. Selaouomp ‘nañ diouzhtu.

 

 

Ur c’hleñved iskis evit ar chatal ‘zo o tostaat eus Breizh tamm ha tamm...

An FCO, un derzhienn a dap an deñved hag ar saout, hag a c’hell bezañ dañjerus-tre evit an tropelladoù. Rannoù disheñvel ‘zo gant ar c’hleñved-se, evel ar FCO niverenn 3, a zo o tont eus Bro Belgia, hag aloubet eo bet ganti hanternoz ha reter Bro C’hall dija. Gwenvael Delanoe ‘zo bet en Plufur da c’houlenn muioc’h a zisplegadennoù da Yoann Colas, ‘zo disaver deñved. Reportaj e kreiz ar prad.

 

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Goulenn repu e Frañs a ra ar stourmer evit ar morioù, Paul Watson

- Skoet eo bet Liban dec'h gant degadoù a vombezadegoù a berzh Israel

- Asantet en deus ar Stad digreskiñ prizioù ar boued eus 20% e Martinik

- Ne vo ket digoret servijoù an trummadoù e ospital Karaez diouzhtu

- Reuz a zo tro-dro d'ar Samaïn Festaozet gant skol Diwan Gwipedel

- Adprenet e vo rod-vor Sabella, a zo bet soubet er mor dirak enez Eusa

- Ur sell war ar raktres a zo staliañ rodoù-avel war vor 'kichen enez Groe

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio