Ouzhpenn d'ur yalc'had evit Diwan : un hent evit mont war-raok
En dalc'h-mañ ez eus bet votet ur yalc’had dreistordinal a 200.000 euro evit souten Diwan a zo en arvar. Departamant Morbihan ha Penn ar bed o deus votet ur skoazell asambles gant kumunioù evel Gwened, an Oriant ha Gouesnou dija. N’eo ket echu an enkadenn met mont a ra war raok an dastumadeg arc’hant memestra. Met penaos ober evit ma c’hoarvezfe ket ‘benn 5 pe 10 vloaz ? Stephanie Stoll bet prezidantez Diwan a zo bremañ kuzulierez Rannvro ar strollad Ni Breizhiz, strollad an tu kreiz en hantergelc’h rannvroel he deus kinniget un het evit ma teufe Diwan da vezañ ur servij publik rannvroel.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel