Keleier ar vro d'ar Meurzh 15 a viz Here 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel
Ha daoust hag-eñ e vo ledanoc'h muiañ niver ar c'huzul-Rannvro ?
E Kreiz miz Gwengolo ez eus bet dalc'het un dalc'h dreistordinal evit ma vefe degemeret tri kuzulier-rannvro o deus dispartiet deus ar strollad kreiz Ni Breizhiz, savet ganto ur strollad Breizh tu-kreiz kleiz hag aet davet muiañ niver sokialour ar prezidant Loïg Chesnais Girard. Strolladoù all a vefe o varc'hata evit heuliañ anezho ha mont gant ar muiañ niver. Aet eo Anton Burel da c'houlenn gant Gael Briand deus ar Strollad Breizh a gleiz ma oant en soñj mont gant ar muiañ niver ... ha sklaer eo bet e respont.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Enrolladennoù kozh dizoloet gant Kreizenn an enklaskoù Breizhek ha Keltiek
‘Benn dimerc’her ‘vo digemeret an dud e Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC), en Brest, da selaou sonioù bet enrollet ouzhpenn kant ‘loaz ‘zo e Breizh. Pevar roll kouar ha hanterkant (un teknik enrollañ kozh) ‘zo bet niverelaet, ‘pezh ‘a c’houlenne ur mekanik ispisial evit en ober. Bruderez kozh eus ar c’hantved diwezhañ vo moien klevout, ha kanaouennoù en brezhoneg. Studierien en master « Skeudenn ha son » a ginnigo ur grouidigezh da glevet a lako an dud da brederiañ war ar mod ma vez enrollet ar son. Hiroc’h lâret diouzhtu gant Morgan Le Coz, levraouegerez er CRBC.
Ur pennad-kaoz gant Pauline Daniel deus Arvorig fm
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
-Keloù deus ar brezel etre Liban hag Israel
- Un emvod evit divizout dazont festival an Erer Kozh hiziv
- Berzh neus graet ar Redadeg Tout Rennes Court disul !