en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

6000 a dud evit difenn ospital Karaez

6000 a dud evit difenn ospital Karaez

Ur vodadeg vras evit difenn ospital Karaez ha peurrest ospitalioù publik Breizh a oa bet e Karaez disadorn. Tro 6000 a dud a oa deuet eus pep korn ar vro. Politikourezed ha politikourien eus an tu kleiz hag an tu dehoù a oa bet pedet da gemer ar gaoz war al leurenn, estreget tud an RN hag ar vacronisted.

Ar memes azgoulenn a zo gant tud Kreiz Breizh abaoe ur bloaz : ma vefe digoret an trummadoù noz deiz en dro ; ha ne vefe ket reoliet ken ar mont e-barzh. A-bouez bras eo ospital Karaez evit tud Kreiz Breizh, da lâret eo 80 000 den, rak n'eus klinikenn brevez ebet er vro-se, na servij SOS Médecins ebet.

E miz Here 2023 e oa bet sinet un emglev etre an ospital hag ar Stad, evit ma chomfe digor ar servijoù gwilioudiñ, surjianerezh hag an trummadoù. Met n'eo ket bet doujet an emglev-se evit poent, ha chomet eo direspont difennerien an ospital abaoe mizioù. E keit-se e oa bet galvet dirak ar polis 32 dioute er mizioù tremenet : sindikalourien, gopridi an ospital ha dilennidi Kreiz Breizh. Serge Couteller, eilmaer Karaez, a oa bet galvet dirak ar polis 'pad an hañv.

 

 

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. 'Benn dimeurzh da 3e goude mern en em vodo difennerien an ospital er prefeti e Kemper evit goulenn adarre na vefe lakaet e pleustr ar c'hevrad bet sinet gant ar Stad warlene.

Ha raktresiñ a ra ouzhpenn 'se budjed Barnier evit 2025 troc'hañ 3,8 miliard a euroioù d'an ospital publik...

 

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio