en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 14 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'al Lun 14 a viz Here 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Manifestadeg evit an ospitalioù

Ur vodadeg vras evit difenn ospital Karaez ha peurrest ospitalioù pubik Breizh a oa bet e Karaez disadorn. Tro 6000 a dud a oa deuet eus pep korn ar vro. Politikourezed ha politikourien eus an tu kleiz hag an tu dehoù a oa bet pedet da gemer ar gaoz war al leurenn, estreget tud an RN hag ar vacronisted. Klevet 'vo Serge Couteller ha Gael Roblin. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

 

Festival Dispar Amzer

Lañset e oa bet ar festival Dispar Amzer disadorn e Douarnenez, a ro ton d'ar brezhoneg er vro-se 'pad an diskar-amzer. Digoret e oa bet ar c'houlzad abadennoù gant arvest Marthe Vassalo ha Noluen Le Buhe, anvet « a vor da vor ». Un arvest kanet evit ar vugale, hag ar vugale vrasoc'h, leun a fent.

 

Kaoz e vo ivez eus :

- Alex Salmond aet d'an anaon

- Soudarded an ONU taget gant arme Israel en Liban

- 1 000 000€ ouzhpenn roet d'an IFREMER

- Ul lezenn nevez war an divroidi a vo kinniget

- Redadeg en Roazhon

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio