Keleier ar vro d'al Lun 7 a viz Here 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Lid kolier an Erminig a oa e Argantred ar Genkiz disadorn.
Aozet e oa an darvoud-mañ, a ro enor d'an dud o deus graet ul labour evit Breizh, gant Urzh an Erminig ha Skol Uhel ar Vro. Leun chouk e oa ar sal hag ouzhpenn 300 a dud a oa deuet. Ar bloaz-mañ eo bet enoret 4 den, Saïg Jestin a stourm evit difenn ar c’hleuzioù, Eamon O Ciosain en deus labouret kalz evit kreñvaat ha studiañ al liammoù etre Breizh ha Bro Iwerzhon, Irène Frachon he deus diskoachet afer ar Mediator hag ar yezhoniour Lukian Kergoat. Un digarez e oa dezhañ da gaout ur sell war gil war e vuhez, troet war stourm ar brezhoneg.
Enoret e oa bet ivez an iwerzhonad kentañ gant kolier an Erminig, Éamon Ó Ciosáin.
Kelenner war ar brezhoneg e skol-Veur Dulenn eo eñ. ‘Benn un nebeut mizioù e vo enoret un iwerzhonad all, Michael Higgins, prezidant Republik Iwerzhon gant Kolier an Erminig. Peadra da zikouezh eo kreñv an darempredoù etre hor broioù. Abaoe un nebeut bloavezhioù ez eus lañs ha startijenn gant an iwerzhoneg. War tachenn ar sinema pe gant kanaouennoù rap Kneecap da skouer eo deuet da vezañ diouzh ar c’hiz an iwerzhoneg en-dro. Ar c'helenner skol-veur a zispleg hiroc'h deomp war al luskad 'se …
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Ur bloaz zo rik ha rik he doa an Hamas taget meur a gibboutz hag ar festival elektro Nova en Israel
- Kenderc'hel a ra an RN da gabaliñ ha da brientiñ an dilennadegoù o tont
- Miz Du eo ar miz stourm a-enep da grinn-bev an divronn
- 400 a dud o doa manifestet a-enep da Vollore e Konk-Kerne disadorn
- Ur sell war ar sportoù