en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 3 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 3 a viz Here 2024

Keleier embannet gant Anton Burel

 

Lid Kolier an Erminig e Argantred ar Genkiz 

 

Disadorn e vo dalc'het un darvoud meur, Lid Kolier an erminig. Bep bloaz e vez enoret ar re neun stourmet evit ar vro, ar yezh ar sevenadur, ar bobl pe c’hoazh an endro, hag a lak war well Breizh. An enoradenn-mañ a zo bet savet gant Yann ar bevare Dug Breizh goude emgann an Alre e trizek kant unan ha pevar ugent ha lakaet e plas en dro er bloavezhioù dek ha tri ugent. Ar bloaz-mañ e vo degemeret 4 den : Lukian Kergoat, Saïg Jestin, Irène Frachon hag Éamon Ó Ciosáin. E Argantred ar Genkiz e vo dalc’het ar bloaz-mañ dindan intrudu ar Maer Jean Noël Bevière … Selaouomp diouzhtu Lena Louarn Kanselerez Urzh an Erminig ha Sten Charbonneau a lusko an abadenn …

 

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

 

Festival Blues an Daou Stêr e Benac'h

 

Sonerezh Blues a vo klevet en Bro Dreger ‘d’an dibenn-zhun-mañ, gant Festival Blues an Daou Stêr, ‘zo aozet en Benac’h hag en ostalerioù ar vro. Jessie Lee and The Alchimists, Sweet Marta and the shakers, Cek Franceschetti and the stompers… Sonerezed ha sonerien ampart a vo war al leurennoù, dekadoù a vluesmen ha blueswomen o tont eus broioù all en Europa, met ivez eus Breizh. Hag e vo kemeret perzh en darvoud gant koñversanted ar vro, evel ‘pezh ‘vo lâret dustu gant Awen Prigent, ‘zo pouder ba Benac’h, ha « mouez-aotret » en brezhoneg ar festival.

 

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe



Ar pennadoù-kaoz zo da selaou AMAÑ

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Brezel etre Stad Israel hag Ahel ar Rezistañs

- Keloù deus an talbenn en Ukraina

- Kelennerien war o leve evit sikour an deskadurezh stad ?

- Diskouezadeg dilhadoù brodet Pascal Jaouen e Mediaoueg Argantred ar Genkiz

- Perc'henned AirBNB e fulor o deus kaset Maer Sant Maloù dirak al lez varn

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio