Eil tiez e Breizh: ret eo serriñ al lec'hienn "madeuxièmemaison" eme an UDB
Serriñ al lec’hienn « madeuxièmemaison.fr ». Goulenn ‘ra ar strollad emrenour UDB gant La Caisse d’Epargne paouez gant al lec’hienn ma ‘zo renablet enni kemenadennoù da werzhañ tiez ‘ba Breizh ha ‘ba tiriadoù tost. Ur goulenn gant an ti bank p’emañ ar vro gant un enkadenn a fed lojeiz. Ker eo deuet da vout prenañ tiez ha start eo d’ul lodenn eus ar boblañs en lojañ. Setu ‘pezh ‘n eus displeget Nil Caouissin ‘n eus embannet daou levr war sujed al lojeiz «Evit ur statud annezad » ha « Taosañ an eil tiez ». Nil Caouissin, kuzulier rannvro e anv an UDB, 'zo gant Erwan Blanchard. Disklaeriañ a ra an ti bank, la Caisse d’Epargne Breizh-Liger, n’eo ket eñ 'zo kaoz enkadenn al lojeiz. Ar sontadeg a c’haller kaout war lec’hienn internet an UDB.