Bad Kleub Rostren: kleub brasañ badminton 'ba Breizh!
Kleub gwellañ Breizh eo Bad Kleub Rostren ! Evit ar bloavezh mañ e c’hoario ar skipailh e Top 12…. Pignet eo skipailh e live uhelañ zo ‘ba Frañs goude ur bloavezh e National 1 hepken. Un taol kaer eo gwelout ur c’hleub eus Kreiz Breizh en em gavout e mesk ar re wellañ pa gomzer eus sport… Bihan eo an niver an dud zo o chom er vro met ivez ar budjed a ranker sevel ‘vit gellout kemer perzh ‘ba ul live ken uhel… Disadorn ‘vo c’hoarierezed ha c’hoarierien Bad Kleub Rostren war an dachenn en dro evit match kentañ ar bloavezh.Dougenet eo ar c’hleub gant tud a youl vat entanet, en o zouez ar familh Siberil hag Alan Rouz zo e karg eus lodenn ar re yaouank er burev. Alan ha Milig ar Rouz zo gant Erwan Blanchard.