Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Gwengolo 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Ur poent war skolioù Divaskell
An hanter eus ar skolioù divyezhek a zo strollet er gevredigezh-se. Labour Gwenegan Caouissin eo astenn an deskadurezh katolik divyezhek e Breizh ; e brezhoneg pe e gallaoueg, ha bodañ ar familhoù. Greomp ur poent gantañ war an distro-skol.
Komzet e vo ivez eus :
- daou zen yaouank lazhet en Kanaky e-kerz un oberenn graet gant ar polis
- stourm a-enep d'ar prizioù uhel en Martinik
- ul levr en brezhoneg diwar-benn ar gevredigezh, gant ur sell mirour, skrivet gant Emil Granville
- Scot broioù kornog Kreiz Breizh
- saotradur ar P-Fas en dour-kêr