Ne vank ket a skolaerien.ezed er c'hlasoù katolik divyezhek
Abaoe ar bloavezhioù 1990 ez eus klasoù divyezhek en deskadurezh katolik. E-pad ur prantad e oa bodet kevredigezhioù familhoù ar vugale er gevredigezh Dihun, a zo bet adtapet e 2020 hag adanvet Divaskell Breizh. An hanter eus ar skolioù divyezhek a zo strollet er gevredigezh-se. Labour Gwenegan Caouissin eo astenn an deskadurezh katolik divyezhek e Breizh ; e brezhoneg pe e gallaoueg, ha bodañ ar familhoù. Greomp ur poent gantañ war an distro-skol.
Gwenegan Caouissin kenurzhier Divaskell Breizh a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.