en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Grit yoga en brezhoneg

Grit yoga en brezhoneg

Dont a ra ar sevenadur-se eus broioù pell, met n’eo ket evit-se n’heller ket bevañ anezhi en brezhoneg. Ar yoga ‘zo deuet muioc’h-mui war’r c’hiz en Breizh ‘kerz ar bloavezhioù tremenet. Kement hag e vo tu heuliañ kentelioù yoga en brezhoneg penn-da-benn, gant ar c’helenner Sebastien Guinier, a vo klevet diouzhtu doc’h mikro Gwenvael Delanoe…

E Ti ar Vro St Brieg e vez dalc’het div gentel bep gwener noz, etre 5e30 ha 6e30 hag etre seiz eur nemet kart hag eizh eur nemet kart. Ha m’emaoc’h o chom en Treger pe en Argoad, skrivit mat un deiziad : d’ar 5 a viz Here ‘vo aozet ur gentel gentañ en Ti ar Vro Gwengamp, ha ma ‘zo tud, e vo kendalc’het gant ur gentel bep miz.

Setu, ma faota deoc’h goût hiroc’h war ar yoga en brezhoneg, kit en darempred gant Ti ar Vro Gwengamp pe St Brieg, peotramant war lec’hien internet Aven Yoga. Avenyoga.fr, ha pep tra ‘zo da lenn en brezhoneg ivez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio