en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Gwengolo 2024

Embannet eo an abadenn geleier gant Anton Burel

 

Serriñ al lec’hienn « madeuxièmemaison.fr ».

 

Goulenn ‘ra ar strollad emrenour UDB gant La Caisse d’Epargne paouez gant al lec’hienn ma ‘zo renablet enni kemenadennoù da werzhañ tiez ‘ba Breizh ha ‘ba tiriadoù tost. Ur goulenn gant an ti bank p’emañ ar vro gant un enkadenn a fed lojeiz. Ker eo deuet da vout prenañ tiez ha start eo d’ul lodenn eus ar boblañs en lojañ. Setu ‘pezh ‘neus displeget Nil Caouissin ‘neus embannet daou levr war sujed al lojeiz «Evit ur statud annezad » ha « Taosañ an eil tiez »…

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Un abadenn c'hoariva evit skolidi Skol Diwan Montroulez

 

C'hoariva a zo bet kinniget da skolidi skol Diwan Montroulez evit an distro-skol ar sizhun tremenet. A-bep seurt poelladennoù 'zo bet kinniget d'ar vugale, kaset da-benn gant Yann-Edern Jourdan eus ar strollad Mat ar jeu. Selaomp ar reportaj savet gant Pauline Daniel en Arvorig FM.

 

Ur pennad-kaoz gant Pauline Daniel

 

Hag ouzhpenn er c'heleier:

- Keloù deus ar brezel etre Russia hag Ukraina

- Gwalldaol a-enep Donald Trump

- Digor eo ar SPACE !

- Un diskoulm zo bet kavet evit ar c'humunioù da souten an ukraina

- Diskouezadeg Nevez a vo aozet gant Piault

- Krogadoù melldroad an dibenn sizhun

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio