Distro evit adimplijout ar boutailhoù e gwer
Lañset e oa bet ar gevredigezh Distro e 2015 gant ur strollad produerien sistr ha bier a felle dezho adimplij o boutailhoù e Breizh. Rak ne veze ket graet kement-mañ ken, estreget gant an tavarnioù hag ar pretioù. E 2021 e oa troet ar raktres e stumm ur c'hooperativ, gant sikour ar rannvro hag an Ademe (ajañs gall an treuzkemm ekologel). Uisant Crequer a zo e garg kavout kevelourien nevez evit astenn ar rouedad adimplij boutailhoù. Displegañ a ra deomp perak eo poellekoc'h gwalc'hiñ ar boutailhoù e lec'h teuziñ anezho da sevel reoù nevez. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.