en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Hent ar peoc'h evit derc'hel soñj eus dieubidigezh Plouvihan

Hent ar peoc'h evit derc'hel soñj eus dieubidigezh Plouvihan

80 vloaz dieubidigezh Breizh eus bec'h an nazied zo lidet ar bloaz mañ… Ur prantad zo bet mil a bouez 'ba istor ar vro hag ar bed sur deoc'h. 'Ba Plouvihan, chouk da Blabenneg 'oa bet savet un un nebeut bloavezhioù zo un diskouezhadeg en diavez evit lakaat war wel an darvoudoù 'oa c'hoarvezet 'bar barrez eus Bro-Leon etre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1944. Eizh panel gant poltridi ha displegadennoù an darvoudoù kriz a ya d'ober "Hent ar peoc'h". René Montfort, istorour anezhañ, 'noa dastumet poltridi ha diazezet e labour war levr  Louis Bothorel 'noa bet tro da diskrivañ an tri devezh spontus 'noant bet da anduriñ tud Plouvihan war lerc'h 'oa bet lazhet ur soudard alaman gant ur rezistant FFI. René Montfort zo gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio