en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz Gwengolo 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Kleor. Ul leor, da glevet.

Ma ‘n’emaoc’h ket en ho aes gant lenn levrioù en brezhoneg, moarvat e plijo dac’h raktres nevez savet, hag embannet, gant Perynn Bleunvenn ha Mael Thepaut. « Ar Vastardez », un istor ‘bet skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg, ‘zo bet lennet a vouez uhel hag enrollet. Mael Thepaut ‘zo bet o tisplegañ deomp perak ‘oa deuet ar mennoz-se.

 

Milvet niverenn kelaouenn Ya!

Embannet e oa bet milvet niverenn ar gelaouenn Ya, ar sizhuniek nemetañ e brezhoneg, e-pad an hañv. Lañset e oa bet e 2005 gant an ti Embann Keit Vimp bev, e Laz. 1300 a dud a zo koumanantet hiziv an deiz, e pep korn eus ar vro, ha pa vefe e stumm baper pe e stumm niverel. Un digarez evit distreiñ war ar gelaouenn-mañ gant Nikolaz Gourvenneg, kenurzhier ar gazetenn abaoe tri bloaz.

 

Da glevet ivez :

- Gerlad Darmanin a c'hallfe bezañ sikouret ar PSG da chom hep paeañ milionoù a euroioù a dlee d'ar Stad

- Biken n'eus ket bet kement eus ar gaz metan en aer

- Kresk a raio ar sammad a dour-tan implijet ar bloaz-mañ

- Eizh embregerez 'zo aet 'barzh kapital Brittany Ferries

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio