Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz Gwengolo 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Anton Burel ar beure mañ.
Koulzad nevez Ofis Publik ar Brezhoneg
Aï an distro-skol evit an dud deuet ivez. Ofis Publik ar Brezhoneg a zo o paouez reiñ lañs d’ur c’houlzad nevez evit diorren ar brezhoneg ha lakaat an dud deuet da zeskiñ hor yezh. Hervez sontadeg TMO Rannvro 2018 ur milion pemp kant mil a vretoned a blijfe dezho adperc’hennañ ho yezh ha deskiñ brezhoneg. Setu ar c’houlzad-mañ a vo skignet ba’ daou c’hant mil strollegezh pe vije ar Rannvro, an departamantoù, an tolpad kerioù hag ar c’humunioù. Ispisial eo ar bloaz-mañ peogwir ez eus bet savet un benveg all tri miz zo evit deskiñ brezhoneg, ar savenn emzeskiñ desketa ! Selaouomp Fulup Jakez a zo rener an OPAB …
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Lizher Kelaouiñ Splann
Evel bep miz e vo sellet ouzh ar pezh ‘zo bet lakaet war well gant ar media en linenn Splann ! Ha ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar MEDIAOU gouestlet d’ar baizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ? Hiroc’h lâret dustu gant Juliette Cabaço Roger, a-berz Splann !.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Da selaou ouzhpenn er c'heleier
- Poent war ar brezel etre Russia hag Ukraina
- Ar brezel etre strolladoù broadelour palestinad ha Stad Israel
- Cheñchamantoù a vo e bodad-seveniñ ar muiañ niver e KRB
- Open Tennis Roazhon