en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Jean-Yves Rolland ha maered ar vro o stourm evit ar servijoù yec'hed

Jean-Yves Rolland ha maered ar vro o stourm evit ar servijoù yec'hed

Pemp ti kêr ha hanter kant en Breizh, dreist holl en Treger ha Kreiz Breizh, ‘neunt kemeret un diviz, un « arrêté », da rediañ ar Stad da respont d’an ezhommoù bras ‘zo er vro da geñver ar yec’hed. Peadra da strafuilhañ prefed Aodoù an Arvor, ‘zo bet o sevel ur galv er justis melestradurel, a-benn nullañ an divizoù-se.

Setu neuze pemzek maer bet galvet dirag al lez varn melestradurel dec’h-an-dec’h. Ha dec’h beure, en Louargat, ‘zo bet dalc’het un emvod gant ouzhpenn tregont maer bennak, da rentañ kont eus an divizoù ‘zo bet, ha da choaz ar strategiezh ‘vo lakaet en pleustr gante da heul. Klevet a rit dustu gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag an ‘ni eo, n’eo ket prest ar prefed da selaou ‘pezh ‘neunt da lâr an dilennidi lec’hel…

Goaret e vo gwelloc’h adalek an 12 a viz Gwengolo ma oa ar gwir gant ar vaered da gas un dekred da geñver ar yec’hed, hervez al lezenn. Mod pe vod e vo kendalc’het ar stourm gant an dilennidi a-benn kaat muioc’h a arc’hant evit o servijoù yec’hed. O klask bodañ muioc’h mui a dud tro-dro dezhe, hag o renabliñ an holl gudennoù gant ar servijoù yec’hed ‘zo talet gant an annezidi er parrezioù. Evel-just e vioc’h c’hwi, selaouerien ha selaouerezed, kelaouet mat war an traoù a vo da heul an afer-se a n’eo ket prest da baouez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio