en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Dibab Emmanuel Macron da envel Michel Barnier ‘giz ministr kentañ a zo start da lonkañ evit kalzig a dud...

3000 manifester ha manifesterez ‘oa war ar straedoù ‘ba Brest disadorn da ziskouez int fuloret gant ar fed ‘zo bet lakaet un den eus an tu dehou, Les Républicains, evit sevel ur gouarnamant. E miz Gouere eo Talbenn Nevez ar Bobl ‘oa erru e plas kentañ an dilennadegoù kannaded. Dre se e c'houlenne ar strolladoù eus an tu kleiz e vefe fiziet ar galloud eno. Violaine ‘oa deuet eus Landerne evit embann he fulor ruz. Gant Erwan Blanchard e oa.

 

 

Pardon bras ar Folgoad a chom kreñv ‘ba Bro-Leon...

Milieroù a gristenien zo bet o kemer perzh ‘bar c’herzhadegoù, oferennoù ha koñsertoù ‘oa kinniget a-hed an dibenn sizhun. Aozet e vez an darvoud gant parrez Itron Varia ar Folgoad hag ur bouchad tud a youl vat eus ar vro ‘zo chomet feal d’o fardon, Anne hag Yves en o mesk. Gant Erwan Blanchard emaint.

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

 

- Addilennet eo bet Abdelmadjid Tebboune da brezidant Aljeria

- Kuitaet he deus an arme Israelian kêr Jenine

- Ha kenderc'hel a ra Michel Barnier da emvodiñ gant ar strolladoù politikel a-benn sevel ur gouarnamant

- Disoc'hoù kampionad ar sonerien e Gourin

- Ur ger war ar sportoù

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio