Galvet eo dilennidi Kreiz Breizh ur wech ouzhpenn er c'homiserdi e afer ARS Kemper
Ur c'hant bennak a dud, en o zouez ar gannadez Melanie Thomin, a oa en em vodet dirak komiserdi Kemper ar mintin-mañ, evit souten daou implijad eus ospital Karaez, unan anezhe o vezañ ivez eilmaer war ar sportoù e Karaez ; ha Paul Cozic, maer Roudoualleg ha seitek-vloaz ha tri-ugent anezhañ.
Tamallet zo dezhe, evel da zilennidi ha dilennadezed all eus Kreiz Breizh abretoc'h 'pad hañv, da vezañ bet feuls ha da vezañ bac'het pe « séquestret » renerez an ARS ha renerien CHU Brest-Karaez e miz Gwengolo 2023 e-kerzh un emvod e ARS Kemper. Ar prefeti padal en doa embannet ne oa bet tamm feulster ebet d'an devezh-se. Ouzhpenn ugent den, sindikalourien, implijidi an ospital ha dilennidi, a zo bet galvet dirak ar polis dija abaoe miz Mae en afer-se. Marie-Antoinette Kilierou, eilmaerez e Karaez, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.
Hag ouzhpenn 300 a dud a oa en em vodet en derc'hent e Roudoualeg evit harpañ o vaer. Disklêriet en deus breutaer an damallidi ne oa ket Paul Cozic an hini nemetañ bet galvet gant ar polis daoust ma ne oa ket e Kemper pa oa bet dalc'het an ARS gant ar vanifesterien warlene.