Saveteiñ an anvioù lec'h brezhonek n'eo ket mallus evit an UNESCO
Al lezenn 3DS a redi ar c'humunioù da niverenniñ ha reiñ ur straed da bep ti, evit aesaat labour ar Post pe c'hoazh ar sikourioù. Pep kumun he deus ranket neuze adwelet he lec'hanvadurezh. Lod o deus dalc'het kont eus ar glad hag ar brezhoneg. Met kumunioù all siwazh o deus dilemmet an anvioù brezhonek. Setu perak he deus ar gevredigezh Koun Breizh goulennet digant an Unesco na vefe savetaet diouzhtu an anvioù lec'h brezhonek hag e vefent anavezet evel glad dizanvezel an denelezh. Respontet he deus an ensavadur ar sizhun dremenet ne oa ket mallus an enskrivadur-se er glad dizanvezel, met e oa deus ur glad dizanvezel memestra ha gervel a ra ar galloudoù publik gall da wareziñ ar glad-se. Muioc'h a zisplegadennoù gant Yann-Bêr Kemener, a zo ezel eus ar gevredigezh Koun Breizh.
Yann-Bêr Kemener eus ar gevredigezh Koun Breizh a oa bet aterset gant Morgane Bramoulle Radio Kerne. Goulenn a ra bremañ Koun Breizh da Rannvro Breizh na vefe savet buan ur bilañs eus al lezenn 3DS hag e efedoù war al lec'hanvadurezh brezhonek. Fellout a ra ivez da Koun Breizh e pouezfe ar Rannvro war ar Stad evit na vefe enskrivet an anvioù lec'h brezhonek e glad dizanvezel an denelezh gant an Unesco. Ha goulenn a ra ar gevredigezh digant ar c'humunioù da adwelet o lec'hanvadurezh.