en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

40 kumun eus Aodoù-an-Arvor a dag ar Stad gant un diferiad

40 kumun eus Aodoù-an-Arvor a dag ar Stad gant un diferiad

Ouzhpenn daou-ugent kumun en Aodoù en Arvor, dreist-holl en Bro Dreger hag en Argoad, o deus divizet strourm asambles war talbenn ar yec’hed. Start eo da dud ar vro mont d’an urjañsoù. Divizet o deus neuze maered ha maerezed ar vro tagañ ar Stad en-eeun Dre un « diferiad », « un arrêté » en galleg. Goulenn a reont groñs d’ar Stad reiñ muioc’h a zafar hag a arc’hant d’ar servijoù yec’hed war an tiriad, dre c’houlennoù resis-tre evel, da skouer, resteurel frejoù hent ar Sdis peotramant kaout un viñs-askell Smur nevez. Ha ma ne vez ket graet e labour gant ar Stad ? Goul ‘reont e vefe roet dezhe un digoll a 1000 € dre devezh chomet direspont. Ma ! Daoust-hag eñ ‘no un efed en gwirionez seurt oberenn ? Selaouet ‘vo Gael Roblin, ‘zo kuzulier en ti kêr Gwengamp, hag e penn ar mennozh-se.

 

Betek-hen eo chomet direspont ar Stad. Gwelet e vo ma chomo an oberenn-se un arouez, peotramant ma teuio a-benn da lakaat ar Stad da blegañ. Met da c’hortoz, gant Gwengamp Pempoull kumuniezh eo bet galvet an tiez-kêr eus Breizh a-bez da gemer perz en emgann, ha da sinañ an diferiad.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio