en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Staget eo un den gant un harz-debriñ e Lopereg a-enep d'ur stign 4G

Staget eo un den gant un harz-debriñ e Lopereg a-enep d'ur stign 4G

E miz Mae tremenet o doa dizoloet annezhidi kêriadenn ar Breuil Bras e Lopereg ur skritell a embanne e vefe savet ur stign 4G tregont metrad gant Orange just e tal d'o ziez. N'eus bet aozet emvod foran ebet evit kelaouiñ anezho eus kement-mañ ha daou raktres stign all a oa bet nullet el lec'h-se dija diwar alioù arkitektourez savadurioù Frañs er bloavezhioù tremenet. Rak enskrivet eo ar gumun e glad maezioù Breizh ha glad Menez Are. Met roet en deus maer ar gumun an aotre da Orange da stagañ gant al labourioù evit ma vefe tapet gwelloc'h ar 4G war ar gumun. Unan eus annezhidi ar Breuil bras, Patrick Launay, a zo kroget neuze gant un harz-debriñ unnek devezh 'zo evit desach evezh an dud war an afer-mañ. Selaouomp Julie Rozec, unan eus izili ar strollad a glask nullañ na vefe savet ar stign 4G eno.

 

 

Klevet ho peus un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas. Un nebeud titouroù ha resisadurioù ouzhpenn : hervez an ANSES eo bet embannet splann 'neus prouenn skiantel ebet, betek-hen, 'vefe eus ur riskl evit yec'hed an dud pe al loened 'blam d'ar gwagennoù 4 pe 5G. Hent-all, hervez maer Lopereg 'oa bet divizet al lec'h e lec'h ma vo lakaet ar peul 4 G gant ar Stad, ha gant ar stad en-e-unan, hep ma vefe goulennet hec'h ali d'an ti-kêr. A benn 4 sizhun eo raktreset fin al labourioù. Ar rekour savet gant kenstroll ar Breuil Bras a vo e lez-varn Roazhon d'an 9 a viz Eost. Raktreset en deus Patrick Launay kenderc'hel gant e harz-debriñ betek an deiziad-se ha muioc'h c'hoazh marteze, betek ma vo roet disoc'h ar varnadenn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio