Troet eo selloù tud Jamaika war o skipailh atleterezh
Loc'het eo ar c'hoarioù olimpel e Pariz digwener ha sportoù e leiz hon eus gallet gwelet dija : neuilherezh, kayak, judo, kleze pe c'hoazh jiminaz. Ar c'henstrivadegoù atleterezh a grogo 'benn warc'hoaz hepken ha gortozet-tre eo ar mare-se gant ur vro vihan : bro Jamaika. Eno e ra berzh spontus ar redadegoù, dreist-holl ar 100m ha 200m, muioc'h evit ar mell-droad zoken. Hag an darn vrasañ eus ar medalennoù bet gounezet gant ar vro-se, seizh medalenn ha pevar-ugent diwar 88 medalenn bet gounezet en holl er c'hoarioù olimpel memestra, a zo medalennoù atleterezh !
Selaouomp Melena Helias, kazetennerez war ar sportoù a zo o chom eno abaoe meur a vloaz.
Heuliet bras e vo ar c'henstrivadegoù atleterezh e bro Jamaika neuze adalek warc'hoaz, daoust d'ar 7 eurvezh diforc'h. Hag e-pad an dibenn sizhun e vo ar gourfennoù sprint kant metrad.