Keleier ar vro d'ar Meurzh 30 a viz Gouere 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Un harz-drebiñ a-enep d'ur peul 4G en Lopereg
Savet e vo ur stign 4G tregont metrad gant Orange just e-tal da diez ar Breuil bras en Lopereg. N'eus bet aozet emvod foran ebet evit kelaouiñ an dud eus kement-mañ, ha daou raktres stign all a oa bet nullet el lec'h-se dija diwar alioù arkitektourez savadurioù Frañs er bloavezhioù tremenet. Unan eus anezidi ar Breuil bras, Patrick Launay, a zo kroget neuze gant un harz-debriñ unnek devezh 'zo evit desach evezh an dud war an afer-mañ. Selaouet e vo Julie Rozec, unan eus izili ar strollad a glask na vefe savet ar stign 4G eno.
Kaoz e vo ivez eus :
Manifestadegoù a-enep da Nicolas Maduro, 'zo o paouez bezañ dilennet prezidant evit un trede gwech en Venezuela.
An aer a vo fall a-hed an deiz en Breizh.
C'hwech "tirailleurs" Senegal, bet drouklazhet gant arme Bro-C’hall en 1944, 'zo bet anavezet evel "marv evit Frañs"