Ha mat eo kalite an aer e Breizh ?
Amoniak, ozone, dioxide azotek, partikulennoù bihan… Saotradurioù liesseurt‘zo en aer ‘ba Breizh, ‘blam d’al labour-douar, d’an transportoù, d’an industriezhoù pe c’hoazh da siminalioù tiegezh an dud...
Ur bilañs eus ar bloavezh tremenet ‘zo bet embannet e miz Gouere gant ar gevredigezh Air Breizh, ‘zo en karg eus evezhiañ ar saotradurioù ‘zo ‘barzh an aer a vez alanet bemdez ganeomp. Gant Gwenvael Delanoe vo lâret deomp hiroc’h dustu. Penaos eo kalite an aer ‘ba Breizh ?
Mersi dit Gwenvael Delanoe evit an displegadennoù-mañ. Hag a-benn 2030 memes tra e vo strizhet ar reolennoù da geñver saotradur an aer : ijelet e vo ar bevennoù maximum evit partikulennoù moan ha gazoù saotrus all en aer. Met chom a raio pell eus alioù an OMS, a fell dezhi lakaat bevennoù ijeloc’h c’hoazh. Da c’hortoz, gall a rit-c’hwi mont da wel kalite an aer barz ho kumun war lec’hienn internet isea.airbreizh.