6 dilennad.ez eus ar Poc'her a zo bet galvet gant ar polis
Ur c'hant bennak a dud, en o zouez ar gannadez Melanie Thomin, o doa baleet a-dreñv d'ar c'hatapult dec'h ; etre prefeti Kemper hag ar c'homiserdi, evit souten div dilennadez eus ar Poc'her.
Tamallet zo dezhe ha da bevar dilennad ha dilennadez all eus Karaez, Christian Troadeg en o zouez, maer ar gumun, da vezañ bet feuls ha da vezañ bac'het, renerez an ARS ha renerien CHU Brest-Karaez e miz Gwengolo tremenet, da heul un emvod a oa bet e Kemper. Ar prefeti padal en doa embannet ne oa bet tamm feulster ebet d'an devezh-se. Naontek den, sindikalourien ha sindikalourezed an darn vrasañ anezhe, a oa bet galvet dija gant ar polis er mizioù tremenet evit ar memes abeg. Dec'h e oa tro an div dilennadez lec'hel.
« N'eus netra a viro ouzhimp da zifenn hon ospital, a zo ur mad prizius, ret evit Kreiz Breizh », he deus embannet Annie Le Guen, e galleg, eilmaerez Kleden Poc'her ha prezidantez komite difenn an ospital, a-raok antreal er c'homiserdi. « N'eo ket reizh ar pezh ar c'hoarvez, n'eo ket reizh e vefe galvet an dilennidi a zifenn ar madoù publik, a zo aze atav evit difenn ar boblañs. Stresus eo, diboell hag ankenius. Met aze e vimp atav », he deus embannet d'he zro, frommet, Hélène Guillemot, eilmaerez Karaez a-raok bezañ klevet gant polis.
Serge Couteller, eilmaer Karaez a zo galvet d'ar c'homiserdi dindan ensell 'benn warc'hoaz. Ha deuet e oa dec'h evel just a-gevret gant an damallidi all. Selaouomp anezhañ.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas
'Benn warc'hoaz e vo tro tri dilennad all eus Karaez da vezañ klevet gant ar polis : Serge Couteller, Jacqueline Mazeas ha Christian Troadeg. Un dilennad diwezhañ, Olivier Faucheux, eilmaer Karaez en karg eus ar sportoù, a vo galvet ivez a-raok fin an hañv. Ha tud ouzhpenn a rankfe resevout ur galv c'hoazh er mizioù o tont. Ha klevet ho peus, tomm tomm e oa bet ar jeu dec'h etre ar vanifesterien hag ar polis ha dav dioute zo bet skoet gant ar polis : Mathieu Guillemot, eus strollad NPA Karaez ha komite difenn an ospital, ha Philippe Guillemot, dilennad eus Speied ha kuzulier departamant.