Ur splujadenn e stajoù hañv KEAV
Setu echuet en deus staj hañv KEAV Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion disul a zo bet dalc’het e Kastellin etre an 8 hag an 20 a viz Gouere. Abaoe 1948 e vez dalc’het bep bloaz hag e vez bodet ar vrezhonegerien ‘pad div sizhun, dezho da gaozeal ‘sambles en hor yezh pe vije ‘pad ar c’hentelioù pe en obererezhioù dudi a vez aozet ingal a-hed ar staj. ‘Vel kustum en deus graet berz KEAV ar bloaz-mañ, deomp d’ober un tamm tro deus ar pezh zo bet graet ‘pad ar sizhun, krogomp gant ar Renerez Anna ar Beg. Ur reportaj gant Anton Burel.
Setu raktresoù vakañsoù a-feson Eflamm. Gallout a rit selaou podkastoù ar stal kazetenniñ evit selaou ar pezh zo bet graet gant ar stajidi. Gant Tangi Poisson ha Marianne Viaidie eo bet kaset an atalier-mañ. ‘Ba Saloñs Karaez e vo kinniget an dastumad danevelloù bet skrivet gant ar stajidi sevel Skridoù.