en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 25 a viz Gouere 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Div dilennadez eus ar Poc'her a oa bet klevet dindan ensell gant ar polis dec'h

Ur c'hant bennak a dud, en o zouez ar gannadez Melanie Thomin, o doa baleet a-dreñv d'ar c'hatapult dec'h ; etre prefeti Kemper hag ar c'homiserdi, evit souten anezhe. Tamallet zo dezhe ha da bevar dilennad ha dilennadez all eus Karaez, Christian Troadeg en o zouez, maer ar gumun, da vezañ bet feuls ha da vezañ bac'het renerez an ARS ha renerien CHU Brest-Karaez e miz Gwengolo tremenet, da heul un emvod a oa bet e Kemper. Ar prefeti padal en doa embannet ne oa bet tamm feulster ebet d'an devezh-se. Naontek den, sindikalourien ha sindikalourezed an darn vrasañ anezhe, a oa bet galvet dija gant ar polis er mizioù tremenet evit ar memes abeg. Dec'h e oa tro an div dilennadez lec'hel neuze.

 

 

Penaos eo kalite an aer e Breizh?

Ur bilañs eus ar bloavezh tremenet ‘zo bet embannet e miz Gouere gant ar gevredigezh Air Breizh, ‘zo en karg eus evezhiañ ar saotradurioù a zo en aer a vez analet bemdez ganeomp. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gwenvael Delanoe.

 

 

Selaouit an holl pennadoù-kaoz AZE.

 

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- N'eo ket bet astennet frekañs ar chadenn C8 gant an TNT

- 8 sportour.ez eus Palestina a gemero perzh er c'hoarioù olimpel daoust d'ar brezel

- N'hallo ket ar gwenn-ha-du strakal e-pad ar c'hoarioù olimpel

- Kavet o deus ar sindikadoù en emglev gant Paris 2024 war kresk goproù dañserien.ezed arvest al lid digeriñ

- Ur poliser gwenn en deus lazhet ur vaouez du er Stadoù-Unanet

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio