en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Milis an arme en Oriant : klozet eo bet an afer get ar justis

Milis an arme en Oriant : klozet eo bet an afer get ar justis

Ur blez’zo oe start ar jeu e straeoù Bro C’hall a berh goude mand eo bet lahet Nahel, ur paotr yaounak flamm, get ar polis. Stourmoù, manifestadegoù ha bodadegoù oe groet e peplec’h, hag e Breizh ewe.

En Oriant oe tud’zo o doe lakaet tan e poubelennoù da skouer, ar polis oe arruet aveit harzañ anezhe… Get ur strollad a vode tud an arme. Met souezhet eo bet ar polis kar ne oe ket gortozet an arme annon get ar boliserion.

Enklaskeù ar mediaeù lec’hel o doe lakaet àr wel oe strolladeù get soudarded, ur milis bodet get tud an arme. Kemeret o dehe perh e oberiadennoù’zo hep o dilhad micherel, perh zo difennet get ar lezenn. Un enklask zo bet digoret get ar lez-varn àr an afer-sen. Met hrevé ar barner n’eus klemm erbet a zo bet douget. A benn tolfin vo ket ken heuliet an afer, neus divizet ar justis dilun.

Selaaamp dorthu Gael Briand, kuzulier kêr àr afer ar milis-sen neus groet trouz en Oriant.

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio