en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d’ar Gwener 19 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d’ar Gwener 19 a viz Gouere 2024

Ar c’heleier zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan

 

Un hentenn divyezhek yaouank lakaet en arvar e skolaj Gwengamp

Ouzhpenn ur mizvezh vakañsoù a chom evit ar skolidi c’hoazh en Breizh… Met lod ‘zo dija o rak-soñjal en distro-skol : ‘ba Gwengamp, e skolaj Jacques Prévert, e vo lakaet « da gousket » an hentenn divyezhek adalek miz Gwengolo. Kentel ebet ken en brezhoneg.

Souezhet bras kerent an nebeud bugale o deus lakaet oc’h anvioù er c’hwec’hvet klas. Un ugent den bennak, tud ar skolidi ha skolaerien, a oa ‘nem vodet dirag ar skolaj dimerc’her a-benn ma vefe restaolet an hentenn. Klevet ‘vo diouzhtu Céline, ‘zo skolaerez e CE1 CE2 e skol ar yezhoù, ‘ba Pabu, ur gumun stag eus Gwengamp.

Respont ebet eus perzh ar rektordi, hervez ar gerent. Met ur c’hinnig ‘zo bet graet dezhe bopred : kas o bugale da skolaj Bear kentoc’h, lec’h ma ‘zo c’hoazh eus un hentenn divyezhek.

 

Un reportaj get Gwenvael Delanoe.

 

Selaouit an holl pennadoù-kaoz AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Mankoud a ra tredan e Bro Ukraina
  • Re a greizeinnoù yec’hed zo taget e Gaza get Israela
  • Yael Braun-Pivet zo bet dilennet èl prezidantez breujoù Bro C’hall
  • N’eo ket gwall vrav kalite ar mor e Breizh
  • Gouel ar bigi ‘vo e Douarnenez

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio