Memes brezhoneg ? Nann, tamm ebet !
Jean-Marie Scraign, ar c'hoñter brudet deus an Uhelgoat, 'noa kemeret perzh 'barzh « Treizherien soñjoù » ar bloaz passet. Kontet 'noa istor paotred ar resistañs d'ar vugale 'oa 'ba klas divyezhek Lus Chauveau, er skol ar Poan benn 'ba Montroulez. Plij a ra da Jean-Maï Skraign kaout darempredoù gant ar vrezhonegerien yaouank. Met daoust hag eñ e komzont memes brezhoneg egetañ ?