Ur c'hard eus an traezhennoù a zo saotret e Breizh
Ha propr eo ar mor war traezhennoù Breizh ? Ha gellout a reer mont da gouronkañ e pep lec'h didrabas ?
Warlene e oa bet kondaonet an ARS e Breizh evit ur vank a dreuzwelusted hag a ditouriñ war kalite an dour kouronkañ. Digoret zo bet ul lec'hienn nevez neuze ant ar gevredigezh ekologour Dour ha Stêrioù Breizh ha war ar bajenn-se e c'haller teurel ur sel war kalite an dour kouronkañ e aodoù ar vro. Un draezhenn diwar pemp a zo saotret hervez ar studiadennoù hag aliet groñs eo chom hep mont da gouronkañ tamm ebet e 21 traezhenn. An dourioù saotretañ a gaver e Bro Leon, etre Lanildud ha Sant-Pabu, hag a-hed a aodoù Mor Breizh e Norzh ar vro evel e Bae Sant-Brieg pe c'hoazh etre Dinarzh ha Sant-Malou. Muioc'h a ditouroù gant Pauline Kerskaven, eus Dour ha Stêrioù Breizh.
Pauline Kerskaven eus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. E 80 % eus an aodoù e c'heller mont da gouronkañ hep tamm riskl bakteriologel ebet memestra. Gallout a rit mont da sellet ouzh lec'hienn « la belle plage » evit gwelet kalite an dour kouronkañ e aodoù ho pro.