en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Gouere da 9e

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Gouere da 9e

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Disoc'hoù an RN a vount tud yaouank d'en em ouestlañ er c'houlzad kabaliñ

Sabatuet eo darn eus ar boblañs gant disoc'hoù an dilennadegoù disul tremenet. Met disoc'hoù uhel an RN o deus bountet meur a vrezhoneger ha brezhonegerez yaouank da gemer perzh er c'houlzad kabaliñ evit ar wech kentañ ar sizhun-mañ. Heuliet em eus Anna, Thomas ha Morange, tud yaouank 30 vloaz pe nebeutoc'h ha n'int ket ezel eus strollad politikel ebet. Selaouomp Anna da gentañ, nevez desket brezhoneg ganti, he deus kemeret perzh en un tolpadeg dimeurzh da noz plasenn Sant-Kaourintin e Kemper evit selaou danvez-kannad an tu kleiz.

 

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Urzhiañ a ra an arme israelian ma vefe diblaset c'hoazh 250 000 a dud a bandenn Gaza

- Nac'het en deus lez-varn Uhel Spagn aministiañ Carles Puigdemont

- Tanioù-gwall spontus a zo en Artek e Rusia

- Nac'het en deus Bardella divizout a-enep Marine Tondellier war BFMTV

- Danvez-kannaded all eus an RN e Frañs a nac'h ivez kemer perzh en divizoù er mediaioù lec'hel

- Taget eo bet tud eus Talbenn nevez ar Bobl a oa o traktiñ e Ploeur (bro Vigoudenn)

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio