en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 8 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d'al Lun 8 a viz Gouere 2024

Keleier embannet gant Anton Burel

Nozvezh eil-tro an dilennadegoù Kannad e Kemper

 

Ouzhpenn 200 a dud a oa en em vodet e ti-kêr Kemper dec'h da noz evit selaou embannadenn an disoc'hoù. Daou skramm bras a oa staliet en degemer, unan evit heuliañ an disoc'hoù war eeun er skinwel hag unan all evit diskouezh an disoc'hoù lec'hel e pep kumun ar bastell-vro. Tri den a oa war ar renk evit an eil tro e pastell-bro Kemper met ne oa ket deuet Christelle an Henaff, danvez kannadez an RN, da rannañ ar prantad-se gant peurrest ar Gemperiz en ti-kêr. Ne oa ket bet gwellet kennebeut e lec'h ebet er vro o kabaliñ en teir 'zhun dremenet. Harperien Annaig ar Meur avat, eus Rennaissance, strollad Macron, a oa en em vodet dirak ar skrammoù ha dreist holl harperien Gregory Lebert eus strollad ar re C'hlas, a oa danvez kannad evit Talbenn ar Bobl. Gant Annaig ar Meur eo aet ar maout 'benn fin ar gont gant 39,7% eus ar mouezhioù. Ha 35,3% eus ar mouezhioù a zo aet gant an tu kleiz. 

 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

 

- Disoc'hoù an dilennadegoù kannad er Stad C'hall (Bro C'hall, Kanaky, Korsika, Euskal Herria)

- An dilennadegoù Kannad er vro.

- Keloù deus ar brezel en Ukraina

- Disoc'hoù krogadoù kart gourfenn an Euro 2024

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio