Keleier d’ar Meurzh 25 a viz Even 2024
Ar c’heleier zo bet kanniget deoc’h get Yuna Kojan.
Daou gandidad LR 'vo hepken e 5 pastell-vro Aodoù-an-Arvor
Tostoc’h tostañ ema dilennadegeù ar gannaded… An dibenn-suhun-mañ 'vo an dro keutañ, disul o tonet.
Evit vehe miret e blasoù deputeed er Vodadenn Vroadel 'n eus ranket strollad Ar Republikaned skoulmañ emglevioù e c’hwec’hkorn ar Frañs gant strollad muiañniver ar prezidant. Rasket int bet o daou get an tu dehoù pellañ e votadegoù europa... Ha gourdrouz zo àrne bremañ a-gaoz d’an tu kleiz a zo deuet a-benn d’en em unaniñ e-dan banniel Talbenn Nevez ar Bobl. Treut eo bet disoc’hoù ar Republikaned d’an 9 a viz Even : war-dro 7 %. Ha bet eo hejet mat goude ma vehe bet divodet ar Vodadenn Vroadel gant Manuel Makron a-gaoz d’e brezidant Eric Ciotti. Divizet 'n eus hennezh, e unan penn kazimant, ober aliañs get ar Rassemblement National. En Aodoù-an-Arvor en deus bet an dra-se un efed àr ur gont kandidated a vo àr ar renk. Eno ne vo nemet daou gandidad LR diàr 5 pastell-vro. Hiroc’h gant Herve Gellou, maer Plufur ha prezidant ar Republikaned en departamant.
Un atersadenn get Tomaz Laken
Bed internet a gemera ar gaoz a-enep an tu dehoù pellañ
Kanourien ha kaourezed, arzourien hag arzourezed o deus kemeret ar gaoz enep an tu-dehoù pellañ en devezhioù tremenet… Ur luskad arall zo bet savet enep an RN : ar levezonerion, ar youtuberion hag ar stremourion, bed internet ma karit. Galv a ra tud brudet àr Youtube pe àr ar rouedadoù sokial da votiñ, evel Squeezie. Heuliet eo war youtube gant 19 milion a dud ha galvet en deus dre instagram da votiñ e dilennadegoù en deputeed a-enep an tu-dehoù pellañ.
Dre « X » 'n eus galvet Tornaod da votiñ enep an RN ivez. Skrivet 'n eus ur gemenadenn dre ar rouedad sokial an hini a zo stremour e brezhoneg war Twitch diwar-benn ar c’hoarioù video. Displegañ a ra deomp ez eus youtuberion all ouzhpenn Squeezie o deus kemeret ar gaoz ivez.
Atersadennoù get Yuna Kojan.
Selaouit ar pennadoù-kaoz AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Taget eo Rafah ur wech c’hoazh get an arme israelan
- Julian Assange a zo dieub
- A-gaoz da dommadur an hin eh eus muioc’h a wall-tanioù
- Achu eo get ar pannelloù bruderezh a ra gouloù e Roazhon